Gogol

Plediñ a ra ar pennad mañ gant an niver bras. Evit ar skrivagner rusian, sellet ouzh ar pennad Nikolaz Vasilievitch Gogol.

Ar gogol eo an niver 10100 a vez skrivet c'hoazh gant ar sifr 1 heuliet gant 100 zero.

Savet e oa bet furm saoznek an anv-se (googol) e 1938 gant ur paotr 9 bloaz, Milton Sirotta, diwar c'houlenn e eontr, ar matematikour amerikan Edward Kasner. Degaset e voe an niver-mañ gant Kasner en e levr Mathematics and the Imagination.

Diwar an anv-se eo deveret anv ar c'hevredad google dre ma voe merket spered e ziazezerien gantañ. Dave : istor ar c'hevredad Google (e saozneg).

Tost kevatal eo ar gogol da faktorel 70 (70!), ha 2 ha 5 eo e faktorioù primel nemeto. 333 bit a vefe ezhomm evit skrivañ anezhañ ent binarel.

N'eus talvoudegezh ispisial ebet d'ar gogol e matemetik, ha n'eus implij pleustrek ebet anezhañ kennebeut. Krouet e voe gant Kasner evit reiñ ur skeudenn eus ar c'hemm a zo etre an niver bras diempentus hag an anfin, hag er c'heñver-se e vez graet gantañ a-wezhioù er c'helenn matematik.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy